Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/374

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 356 —

omp ’benn breman dirag begen Kamarat, hedan ’reomp ar gost ’n eul lezel war *vabourz inizi Hyeres, ha prest goude, hep goud doare d’in, e tremenomp dirag Toulon, a zo kuzet en eur pleg-mor a-dre da vogerio kerrek.

Mernian ’reomp da deg heur, ha neuze ec’h eomp d’ar chapel ’vit laret d’an Au. Doue eur beden a drugare, Da greiste e taulomp an heor ’barz unan euz *lenno ar Goantigen, pors-neve Marseilh. A drugare Doue, n’hon deuz ket bet renket chom en Lazaret ar Frioul, o vean na oa kleñved staguz e-bed war ar *bourz.

Mes, eur wech erru er porz, e renkomp gortoz eur pennadik brao arauk disken euz hon lestr. Æt eo an Au. Fauvel, hon medesin (pareet eo euz e zerzien-linad) da gerc’had unan euz medesined ar porz evit ma rei e weladen war al lestr : mes n’an euz ket pleget heman da zont. Neuze e ro an Au. Pillart, ar c’hommandant, eur gir dre skrid d’an autro Fauvel evit medesin braz ar porz. Ar wech-man e teu an taul da vad, ha pa zistro hon doktor davedomp, e tiskoe d’ar c’hommandant eun *autre ’vit disken.

Poent a oa d’an autre-ze erruout : skwiz e oamp o c’hortoz anean.

*Helebini ’zo ganimp ’michans, ’vit tremen da gentan dre ar viñz ha ’vit kemer hon flas ’barz ar vag-jacherez a dle kas anomp bete ti ar valtouterien.

Treuzan ’reomp ar Porz-Neve, a zo ennan ’leiz a listri hir hag uhel, ha setu ni digaset d’ar c’hæ ’benn 1 heur. Epad m’emomp o touari, e taul ar vageerien hon c’houfo hag hon fako e-mæz, med bern war vern. Me ’lar d’ac’h n’eo ket ezet da bep perc’hen kaout eno e dra. Hag