Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/371

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 353 —

A-dal da Bianoza, eun enezen all vrasoc’h a ziskoe d’imp he c’hoste kuz-heol, ’vel eur voger noaz a goue a-blomm er mor. An tu all anei, ’vit-se, an tu a zell ’trezek an Itali, a zo muioc’h *hegarad da welet, o vean ma toug douar labour, koajo ha kærio.

Ha laret penauz eo ar roc’hel-ze, warnan eur gwiskadik douar, a zo bet roet ’vit rouantelez da Napoleon Ian gant ar rouane o defoa diskaret anean diwar e dron ! Ya, enez Elba eo an hini a zo aze dirak hon daoulagad.

Da 5 heur, kent disken da zibri, e taulomp ple, war hon dorn kle, d’eun enezen all bihan bihan : Caprera eo he hano, ha brudet eo ’balamour da C’haribaldi a oa o chom enni, hag a varvaz enni er blavez 1882.


————


VIII


Begen ar C’hors, — Piou eo Korsiz.


Pakan ’reomp hon c’hoan buhan ha buhan, rak hast hon deuz da vont da zellet ar C’hors, a dle bean breman tost d’imp war hon dorn kle,

He lost hepken a welomp, da laret eo ar pennad anei an em asten, hag heñ moan-moan, pelloc’h ’vit kær Bastia, war du an hanter-noz. Mes bravan eo ar vegen douar-ze ! Tosenno uhel a zo a-uz da ribl ar mor. O c’hriben, henvel ouz eur c’hein tortennek, a zo alaouret