Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/372

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 354 —

gant banno divezan an heol a *danze mont da guzan en tu all d’ê : larout rafe ’nen eur pikol pez aer o tisplegan he flegio lugernuz.

Mes an tu euz ar meneio a zell ouzimp a deu da duan mui ouz mui gant an devalijen a goue da zerr-noz war o gwiskad koajo. Ha n’eo ’met bravoc’h a ze ar c’heriadenno gwenn a dougont war o c’hrab.

Diou pe daer gos tourel, hag hi en dismantr, a chom c’hoaz en o zav war gerrek pe war enezenno bihan.

Hola ’vad ! ar wech-man, eun tour neve, uhel, ha tan ebarz. War eun enezennik ive eo azeet, ha tremen a reomp etrezi ha beg an enezen vraz, ar bek a rer anean Kap Kors.

Na skwizan ket o sellet ouz an holl dreo-ze hag o sonjal ennon ma-unan en o c’hærder dispar.

Koulskoude, c’hoant d’in da c’hout eun dra bennag euz doare an enezen hag he zud, e tostaan d’eur martolod a welan harpet war gleud-tro al lestr eveldon, hag e stagan da ziviz gantan,

Koueet mad on : anaveet eo an enezen gant an den-man.

« Korsiz, emean, a zo tud a zigemer mad : mar get d’o gwelet, e kavfet bepred divræc’h ha kalon digor.

Treut e vo marteze ar bevans o defo da rei d’ac’h : pollenta, da laret eo iod-kistin, eo a debront ar peur-vuian. Ar zul, avad, e c’hellfet tanva souben fresk, souben græt gant eur c’havr, a vo bet lac’het ar zadorn.

Ouspenn ze, gwin mad a vo roet d’ac’h d’evan, gwin deuz ar gwellan.