Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/370

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 352 —

ar pautrik spered kaer ha komportamant vad, e karfe gwelet ’nean o studian ’vit tapout da vean kabiten ’vel e dad, E-unan ’vit-se, n’hell ket kemer ar frejo war e gont : setu perak, ’vit bean sikouret, an euz komzet euz se d’ar Velged. Unan euz ar re-man, an Au. Deploiges, a zo deut d’am c’hâd ha me, d’em zro, am euz klasket tuan ma c’henvroiz a du gant ar c’hrennard. Ar gwellan digemer o deuz græt d’in : ’benn 9 h. hon deuz dastumet etrezomp 100 lur, a roomp dioustu d’ar c’hommandant.

N’am euz ket ezom da laret pegement en em ziskoe heman trugarezus en hon c’henver. Gelvel a ra ive ar mousik, evit ma vo anaveet ganimp ; stum vad an euz : mar be bolante Doue, e rei eun de enor d’ar re an efo sikouret ’nean da gemer e lans.

Da 1 h, e lezomp war hon dorn mad enezennik Monte-Kristo : eur pikol pez roc’hel, na welomp da gentan warnan na ti na gween. Setu aman koulskoude, kuzet en eur pleg-mor, tri pe bevar di euz ar c’hoantan ; neve flamm int, bet savet ’vit roue an Itali, a deuio da dremen enne bep pla eun toullad deio hanv.

Da 1 h. 1/2, en eur gauzeaden, e larer d’imp penauz klask ha kaout pelerined ’vit an Douar Santel, ha penauz en em gemer evit disken euz al lestr pan errufomp arc’hoaz en Marseilh.

’Benn eur pennad goude e welomp tost d’imp, war hon dorn kle, enezen Pianoza. He zour-tan eo bravan hini am euz gweled ; taer dourel a zo enni, lans kroec’h gant an hini kreiz, Glazur ha tier hir-hir a zo ’hed an aud. Birviken na larfe ’nen e vije an tier-ze galeo an Itali : ha ze n’eo koulskoude nemet ar wirione.