Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/369

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 351 —

d’hen laret. E-tuont da ze, an amzer a deu breman da freskaat ; hag evel-se e viromp hon laouenidigez bete noz.

Goude koan e welomp, en skeudenno sklerljennet, ’pez a gær a zo da welet war mene Sant-Mikæl Normandi.


————


VII


Eun taul skoa d’eur mousik. — Monte-Kristo. — Elba.


D’ar yaou, an 19ed a Wengolo. — Eul loden euz ma beurevez a lakan da zivis gant an autro Deploiges, eur belek euz a Vro-Velg, gant Au. person Sant-Briak, a anve rez kær Sant-Malo, ha gant pelerined Breiz. Daoust petra a gredet, lennerien ger, hon deuz da laret an eil d’egile ? Bean hon deuz d’en em glevet ’vit dastum peadra da bæan daou vlavez skol-vor, en Sant-Malo, d’unan euz moused ar *bourz, d’Edouard Lemonnier.

Eur c’hrennard a bevarzek vla, kollet gantan, tri bla ’zo, e dad : heman a oa kabiten war lestr an Itron-Varia-Zilvidigez. Digoueout a reaz d’ean, ’vit-se, bean taulet er mor gant eun tarz avel, ha beuet dioustu. Ar c’hommandant Pillart, a blije d’ean meurbed an tad, an euz kemeret ar mab evit mousik. Mes o vean ma kav an euz