Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/366

Eus Wikimammenn
Aller à la navigation Aller à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 348 —

goasan gourdrouzer a zo en Europ ; eul lac’her tud ive, penegwir er blavez 79 e ledaz eur gwiskad ludu tanet war gærio Herkulanum ha Pompei, ’n eur devi pe ’n eur vougan kæriz.

Mes mar renk hon daoulagad tremen an abardevez hep tanva ar blijadur-ze, hon ine, hi, he defo he goalc’h a zudi.


————



VI


Gouel ar Zakramant war al lestr.


Gouel ar Zakramant a reomp hirie. Aboue ar beure eo krog ar *verdidi da gempen penn a-rauk ar vatimant. Ouz troad al leurik uhel a ve ar c’hommandant warni o c’hedal, e reont eun auter-tron hag eur groaz a lakont a-uz d’ei. ’Vit golo leur a-rauk a-bez hag ober ganti eur chapel, e stignont eur ouel hir ha ledan. Ha ’vit ma vo kaeroc’h an tu dindan anei, e stagont eno an drapo a dri liou, gant skeuden ar Galon-Zakr en e greiz. Drapoio bihan, avad, drapoio a bep sort liou, herve ar broio e vent douget enne, e wel an nen o finval dre-holl, dindan c’houezen an avel. Glazur ive a zo bet kavet, da lakât en podo war an auter, ha war hent ar prosision,

Pinvikoc’h auterio ’vit homan am euz gwelet : koantoc’h, avad, n’am euz ket.