Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/367

Eus Wikimammenn
Aller à la navigation Aller à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 349 —

Da daer heur e teu da gæ d’ei ar prosision. C’hwel aman penauz eo urzet : da gentan ar groaz, ha goude al laiked hag ar veleien, eur c’holoen gant pep-hini. An Au. ’n Eskop Toulotte, dindan an dæ, a doug ar Zakramant, An dæ, heñ, a zo douget gant pevar laik, euz ar re a uhelan doare, ’vel an Au. Kont d’Aquin, hag an Au. Arnaud de Pontak, kelenner en skol-veur Bourdel.

Warlerc’h an dæ e kerz an Tad Bailly, hag ofiserien ar *bourz. Diou wech a rer tro al leur. Pa bozer dirak an auter-tron, e kaver eno eiz martolod dindan an armo, hag eun all o kommandi d’ê eur c’hleve gantan en e zorn.

Pan eo bet laket ar Zakramant war an auter, e sav an Tad Bailly e vouez hag a lavar d’imp eun toullad

10*