Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/365

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 347 —


D’ar merc’her, an 18ed a Wengolo. — Eur c’housk-plomm am euz bet fenoz : n’am euz ket klevet zoken taer youc’haden ar c’houitelerez, a zo bet lausket pa oamp o tremen dirak Messina. Deut e-mæz euz he goazien-vor, ec’h omp breman en gortoz da hadgwelet mene-tan ar Stromboli. Mar daulfe flamm ar wech-man, da vihanan ! Oh ! na pebez stad a vije enomp ! Fe, terri a ra d’imp hon c’hoant. Butunat a ra bepred herr da m’hall, mes ober ’ra ive lajado flaminan.

Mar vije teñvaloc’h an amzer, e vije c’hoaz kaeroc’h sellet outan : an de, ’vit-se, an euz *tarzet pell ’zo. An heol a sko war an enezen, ha war Inostra, ar gærik a zo ouz troad ar mene-tan. Pegen gwenn eo ha pegen koant ! Ouz he sellet e sedera ma c’halon hag e skanva ma fenn, an em zant c’hoaz euz arne an nozvez divezan. Na dremenomp ket ar wech-man ken tost d’ar Stromboli hag hon doa græt ’n eun dont. Dre eun hent all e tistroomp. Elæc’h mont eün ’trezek goazien Bonifasio, ec’h eomp eun nebeudik war an tu deo, war du an Itali, c’hoant ganimp d’ober an dro d’enezen Korz : ac’hane neuze e kaso ar stur ac’hanomp ’trezek Toulon ha Marseilh. Mar chenchomp a hent, eo gant aoun euz ar mistral, eun avel eneb, a deufe marteze da c’houean garo epad ma vefemp e-kreiz ar mor-braz. Gwell eo gant ar c’hommandant chom dindan douaro uhel an Itali ha Frans ar c’hreiste : hiroc’h eo an hent-man ; muioc’h diriskl, avad, ha muioc’h goasket.

Hirie na welfomp tamm douar e-bed ha keu braz hon deuz, rak ’pez a weljemp a vije aucho Naples, bravan re, herve ’larer, a zo er bed, ha mene-tan ar Vezuv,