*aouravalo ha grenadenno ’pez a geront : dek kwennek leun eur banerik. Marc’had mad, ’vel ma welet. Gwir eo na n’eo ket goall dare darn euz an aouravalo : aliez ar re war lein hepken a zo melen ; ar re all glaz-dour. N’euz forz. Holl, mad ha fall, ec’h int savet. Ya, savet en gwirione. Rak, o vean ec’h omp kalz uheloc’h evit ar varc’hadourien ha n’eo ket hir aoalc’h o divræc’h evit tapout betek d’imp, e skoulmont o gouriz ru ouz ar baner dre eur penn : ar penn all a daulont d’imp. Mar hen tapomp ha mar jechomp warnan, e teu ar baner d’ar kroec’h[sic] ken ezet ha laret. Eur wech krog enni, e taulomp e bez dek kwennek d’ar marc’hadour, ha setu stad ennan, ha stad ennomp.
Stad ennan dreist-holl : hen diskoel a ra pa bella diouzimp, goullonteret d’ean e vagig. Youc’hal a ra herr da m’hall : « Bue d’ar Fransizien ! » Hag ar varc’hadourien all a ra ’veltan.
Da c’houæc’h heur ’met kart e saver an heor, ha setu hon lestr o tilec’han. Kerkent e lausk eun tenn kanol, a laka da dregerni kerrek an aud, tier Jaffa hag ar mæzio pell-pell : seblantout ’ra an Douar Santel klevet hon « C’henavo ! »
Goude e tiskennomp d’ar zal-debr. Mad-mad e kavomp hon boed ha mad ive eo hon nozvez. Petra bennag ar mor a zo sioul : na zanter ket al lestr oc’h ober eur finvaden.