Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/353

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 335 —

Aman, ouz ar c’hæ, e c’helver ive anomp, ha gant youc’hadenno spontuz. Nao pe dek bag, e pep-hini daou pe dri vageer, a glask tostat evit hon c’hemer ar c’hentan ’r gwellan.

*Helibini ’zo aman gant ar vageerien, ’vel ma oa gant an doucherien en gar Jeruzalem. An eil bag e tigoue d’an Au. Neumager ha d’in mont ebarz. Mes c’hoari ’ra hon bageerien gant o roeñvo kement ha ken bihan ken ec’h omp da gentan ouz troad ar *viñz a zaver ganti war al lestr.

Oh ! pegen evuruz en em gavomp breman ! Seblantout a ra d’imp eo douar Frans e kerzomp warnan. Ha neuze, breman na vo ken tomder da boac’hat war greiz an de, na reo da rei d’imp terzien da zerr-noz.

Da c’hortoz an dilec’h e tosta d’hon lestr marc’hadourien freuz gant bago bihan. Gwerzan ’reont rezin,