Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/352

Eus Wikimammenn
Aller à la navigation Aller à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



TRIZEKVET PENNAD


————


EUZ A JERUZALEM DA VARSEILH


————


I


War al lestr adarre. — ’Leiz eur baner ’vit dek kwennek.


Buhan e tiskennomp euz a Jeruzalem da Jaffa, da vihanan buhanoc’h ’vit hon doa græt an hent ’n eur vont. ’Benn taer heur hanter en em gavomp en gar Jaffa. Darn anomp ac’h a d’ar vered gristen evit laret eur beden war be an Au. Holbeck, ar pelerin hon doa lezet klanv aman ’barz an hospital, hag a zo maro tri de ’zo. Me n’hellan ket lemel ma lagad diwar ar c’hanfard am euz roet d’ean ma fakaden da zougen, hag evelse e kemeran eün hent ar mor.

’Ver o c’hortoz anomp : hon lestr, an Itron-Varia-Zilvidigez, a welomp duont en tu all d’ar c’herrek, he siminal ganti o vutunat. He drapo a dri liou, e c’houe ennan an æzen flour, a zeblant gelvel anomp.