Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/351

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 333 —

Meren ’zo hirie da zek heur hanter : eur veren, warni liou ar c’haon, o vean m’eo ar pred divezan a gemeromp er Gær Zantel. Da greiste ec’h omp er gar, kemeret ganimp hon flaso ’barz en tren. An Au. Auzepi e-unan a zo deut d’ambroug ac’hanomp. War ar c’hæ ive e welomp C’hoar Mari-Gatel, euz leanezed ar Garante, deut da gimiadi ouzimp gant he fautredigo : unan anê, bet sonj, a doug eun drapo a dri liou en enor d’imp, bugale Frans. Kement a stad a zo ennomp o welet ’nê eno, ma tisken kalz ac’hanomp evit rei d’ê, c’hoaz eur wech, peadra da gaout o lod.

Nebeut goude e tilec’h an tren ha ni gantan. Ar bautredigo a youc’h en gallek a bouez penn : « Vive la France ! Au revoir ! » ’n eur *wignal d’imp gant o divræc’h. Ni, hon fenno ganimp e-mæz euz ar prenecho, a respont d’ê euz hon gwellan. C’hwel ’nê, ’vit-se, o teurel ple d’an Au. Neumager ha d’in : « Kenavo ! eme int ; kenavo ! » Meur a « genavo » kalonek a lauskomp d’ê d’hon zro. Ar Vretoned all ac’h asant ganimp. Ar C’hallaoued zoken a gav ar gir « kenavo » ken brao, ken e youc’hont anean int o-unan. N’ouzont ket kaer petra a laront. N’euz forz : *helebini a zo gante da c’houd piou a zavo ar muian e vouez.

Mes n’omp ket pell hep tevel : kollet eo ganimp ar wel euz ar vugale. Jeruzalem ive, Jeruzalem, ar gær vinniget, na ankouafomp ’nei birviken, a zeblant pellaat diouzimp : liou ar glac’har a deu war hon *dremmo, ha meur a jod a red warne daelo. Ha kement-se a dle bean : faoutan ’ra hon c’halon, penegwir e renkomp lezel eul loden anei en Jeruzalem.