Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/355

Eus Wikimammenn
Aller à la navigation Aller à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 337 —


II


Martoloded o prezek d’imp. — Eur c’hure euz a Vrest o prezek d’ê. — Eun Eskop


D’ar zadorn, ar 14ed a Wengolo. — Sioul e chom an amzer epad ar beure.

Da 1 heur en em vodomp evit klevet ar c’hommandant Pillart, unan euz e vartoloded hag an Tad Bailly o komz d’imp deuz doare ar batimancho : penauz eo hanvet pep gwern, peb goel, peb korden ; penauz e ve græt ar skoulmo, ha me ’oar petra c’hoaz ? Sonj am euz bepred e komzaz d’imp an Tad Bailly euz kloc’hik ar *bourz : dont a ra euz a Batras, eur porz mor Gresian ec’h eo bet merzeriet en e gichen an abostol sant Andre ; eno eo bet kavet ar c’hloc’hik en eur gos chapel savet en enor d’ar zant.

D’ar zul, ar 15ed a Wengolo. — Ar mor a finv ar beure-man. Koulskoude e kaner an oferen bred, eun oferen « a daer wern » *gouez d’ar *verdidi : *avieler hag *abostoler a zo enni. An oferenner eo an Au. ’n Eskop Toulotte, euz Urz an Tado Gwenn. Setu pemzek miz ’boue e oa en kouent Santez-Anna Jeruzalem : breman a ya da Rom. Treut eo ken ec’h eo, dizec’het m’eo bet e gorf gant heol ar Sahara. Ahendall an euz ær vad, ’pez a