Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/347

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 329 —


IV


An abardevez divezan. — Ar gwerzer dour hag ar zoudard


Mes diwar vreman am bo amzer da ziskwizan ; n’am euz ken baleaden e-bed d’ober e-mæz a gær, nemet hini Jestsemani, ac’h on en sell da hadober arc’hoaz ar beure.

’Vit ’n inderv ec’h an hepken beteg iliz ar Be Santel, da beder heur, evit ober prosision ar Groaz wardro gant Tado Sant-Fransez. Hent o c’houent a gemeran goude an ofis, rag di am euz da vont evit kerc’hat ar skrid siellet a roo d’in an Tad Mirer hag a dalveo d’in eur vedalen a-beurz an Tad Santel ar Pab.

Trei a ra peb tra ganin ’vel eur ganel, ha me d’ar gær. Mes en em hent e kavan eur skoilh : eun tokad tud ec’h a gante ledander ar ruik. Euz o zouez e teu skrij ha garm, hag a zindan o zreid e red eur oazik dour. Setu me souezet, petra bennag n’am euz ket gwelet c’hoaz ober an disteran goalc’h da ruio Jeruzalem.

A greiz-holl setu *kelc’h ar zellerien digoret gant eur zoudard turk a dec’h buhan e-kwit, epad ma koue warnan komzo ponner ha garo. Ha petra a welan-me neuze ? Eur c’hanfard a daouzek pe drizek vla, eur zac’had dour war e gein. Eur « c’hroc’hennad » a dlefen laret, o vean