ha hini ar Be Santel, a gavan ’nê hanval-tre. ’Uz d’ar *oarek a c’holo bep taul, eun toullik, a vije laket ennan eun deverez-eoul groet gant pri poac’het. Pa vije dispennet ar c’horf, e vije kleinket ar relego en eur c’houf men, d’ean daou droatad a hed war unan a ledander.
An toullo bihan hon deuz gwelet ’nê daou ha daou, unan a bep tu d’an hini braz ebarz ar gampr kentan a zigor bep hini ’nê war eur forn-arched : plas adarre ’vit ken ’liez a gorf. An holl doullo, braz ha bihan, a vije stoufet.
O sellet an *hevelep beio, e teu sonj d’in euz ar C’hatakombo. An hano-man a roer d’ar berejo kristen a zo bet kavet dindan an douar war hed taul da Rom, hag a dalvee da ilizo d’ar gristenien gentan, en amzer e oant goall gaset gant an impalaerien. Kals donoc’h, avad, ha kals brasoc’h eo ar C’hatakombo ’vit Be ar Rouane. Ha neuze muioc’h teneraet e ve ar galon gristen gant ’pez a weler enne.
Eun dra c’hoaz a deuan da c’houzont diwar-benn Be ar Rouane : Frans eo e berc’hen aboue eun triugent vla ’zo bennag, ha hi a bæ an Turk a zo karget d’hen dioall.
Breman e tistroan d’ar gær. Daoust d’in da gerzet war ma *nanf, en em *divian buhan : ken devuz eo an domder !