Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/345

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 327 —

Mont a reomp eün da *gæ d’ei, hag ebarz. En tu kle e zo ’vel eun toull-forn, ’med e c’haller tremen drezan ’n eur blegan ar penn. ’Vit hen stoufan eur pikol men *kelc’hek, hanval-mik ouz eur men-milin pe ouz ar rod-ven a ve maled avalo ganti ; eman a-goste d’an toull, harpet ouz ar roc’hel ; gant rei d’ei eun taul mad a skoa, ec’h afe d’he flas dre ruilh. Med skoa eur goas hepken a c’hallfe he finval. Groage paour, Mari Madelen, Mari, mamm Jakez ha Salome, breman n’on ket souezet pa glevan anoc’h ho taer en em laret an eil d’eben ’n eur dostât ouz be Jezuz : « Daoust piou a ruilho ’vidomp ar men a zo laket da stoufan an toull ? » Braz meurbet e oa ar men, herve ma lennomp goude-ze en aviel sant Mark.

Ya, braz sur, mar boa mentek ’vel heman. Mes heman n’eo ket bet finvet pell ’zo : lezel a ra e doull digor da neb a c’hoanta mont diabarz ar be.

Bep a c’houlaouen vihan a gemeromp en hon dorn. N’eo ket a ve diæz ar c’herzet, rak n’euz pazen e-bed da zisken, ha plen eo al leuren. Tenval, ’vit-se, eo an diabarz, tenval ken ec’h eo. Ha fellout a ra d’imp gwelet piz an doareo.

Eur gambr da gentan, ugent troatad d’ei a bep tu. A bep tu ive, tri doull kleuzet daou droatad a-uz d’al leuren : an hini kreiz a zo uheloc’h ’vit an daou all, uhel aoalc’h ’vit am lezel da dremen. Ha me ebarz. C’hwel aman eur gamprik c’hoaz, hag enni taer daul ven kleuzet ’barz ar roc’h beo, unan a gle, unan a zeo, unan a-dal d’in : war bep-hini anê e vije laket eur c’horf maro. Pa zellan war eun dro, a spered, an taulio-man,