Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/348

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 330 —

m’eo græt ar zac’h gant eur c’hroc’hen bouc’h. Neb en euz-an gwriet, pe *oakolier pe gereer, n’an euz ket hanter-c’hræt e labour : pa ve stoufet mad ar c’houk-digor, na ve gwelet nepred ar zac’h o veran. Eur gordennik a zo ’vit hec’h erean, eur gordennik a ve diskoulmet ken liez gwech ma ve goulennet digant an douger dour da brenan.

Pa daulan ple d’ar zac’h, eo distouf ar c’houk, ha flistran ’ra an dour drezi herr da m’hall. Mes n’eo ket en eur c’helorn e koue, ha n’eo ket an douger en deuz roet d’ean frankis. Eun tremener divergont ha dinatur eo, ar zoudard-ze am euz gwelet bremaik o kemer an tec’h. An amprevan ’zo anean ! krog ennan ar zec’hed, marvad, an euz bet laket e bao war groc’hennad ar paour kæz gwerzer dour, troc’het d’ei ere he gouk hag evet diouti ’leiz e gof. Mar nije da vihanan hadereet ar c’houk ! Mes nan : lezet an euz ’nei distouf, en hevelep doare ma ya an dour da goll, dour hag an ije talveet d’ar pautrik meur a vetallik. Setu perak e c’harm heman a-bouez e benn. Eun drue eo hen klevet. Hag hen gwelet ive. Klask a ra stoufan an toull, ha n’eo ket ’vit lakat e zorn warnan. Peurdiskarget e vije bet e groc’hennad panevet eun tremener a galon vad a zo æt d’ei, an euz