Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/327

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 309 —

gristen. Hoc’h *erbedi a reomp, c’hwi hag ho mistri, d’hon fevien ger, a vo stad vraz enne o pedi ’vit o madoberourien *tremor. »

Laret d’in, breman, lenerien ger, hag-eñ ho peuz klevet gwech e-bed displegan reisoc’h ’pez a dalve ar gomz aour a laromp, ni Bretoned, evit trugarekât : « Bennoz Doue d’ac’h. »

Na gavin ket girio c’houekoc’h da glozan ’pez am oa da laret diwar-benn pevien Jeruzalem.


————


V


Klanvourien Jeruzalem : Klanvdi Sant-Louiz.


Stagomp breman, mar keret, gant an daou rum all a dud ezomek : an emzivaded hag ar glanvourien.

Meur a di, tier savet ha dalc’het gant kristenien euz an Europ, a zigemer ar vugale o deuz kollet tad ha mamm, pe a zo bet dilezet gante. Gwelet hon deuz war hon hent ti C’hoarezed Sant-Visant a Baul, hag an daou di an euz aman Urz an Itron Varia Sion ; unan, hini an Ecce homo, ’vit ar merc’hedigo, hag egile, hini Sant-Per, ’vit ar bautredigo.

Ar glanvourien a zo unan bennak anê en klanvdi kær, læc’h ma ya bemde taer leanez a Garante ’vit ober en dro d’ê.