rien, n’eus ken a c’honid, o vean n’haller ken mansounat dre zianez a zour : n’euz ket koueet eun daken c’hlao eiz miz ’zo[1] .
’Vel ma welet, na vo ket diæz d’imp kaout impli d’hon gwenneien. »
Achuet e brezegen gant an Au. Fransis Marroum, e sav rener ar vodadek, an Au. ’r c’habiten Fressanges du Bost, euz Moulins, evit respont d’ean. Trugarekât ha meuli a ra e genvreuder Jeruzalem ’balamour d’ar vad a glaskont ober hag a reont on o c’hær. Muioc’h ’zo : ’vit rei kalon d’ê da gendelc’hel, e ra ober en hon zouez evite eur gest a zav tremen kant lur.
’Vel ar re all ec’h an da rei eur stard dorn d’an Au. Marroum ’rauk e gwitât. N’hallan ket zoken mirout da laret d’ean e komzin euz e Vreuriez d’ar Genvreuder yaouank an euz en kolaj Gwengamp. « Ze, ’meon, a rei plijadur d’ê ha kalz a vad war eun dro. »
Dalc’hed ’m euz d’am gir, ha ze ’n euz talveed da Vreuriez Sant-Visant a Baul Jeruzalem eun aluzen all a zo bet kaset d’ei gant hini kolaj Gwengamp, ha da homan eul lizer a drugare skrivet d’ei gant an Au. Marroum. « Kenvreuder yaouank, emean, trugare d’ac’h da vean deut d’hon zikour. N’eo ket hepken rei kalon d’imp ho peuz græt, skouer vad ive ho peuz roet d’imp. Oh ! nag evuruz oc’h da vean reizet en ho kelendi gant mistri hag a zesk d’ac’h abred abred
ober ar vad en dro d’ac’h ha kerzet war hent ar furnez
- ↑ En ti Itron Varia Frans e zo bet renket prenan ’vit 200 skouet a zour, ar bla 1901.