Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/325

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 307 —

eur breur d’an Au. Josef Marroum am euz græt anaoudegez gantan war al lestr.

Gallek a oar, ’vel pa vije bet savet ha skolaet en hon bro. Ha gwell a ze. Gellout a ra ezet rei d’imp d’intent pehini eo bet ha pehini eo breman doare e vreuriez.

« Hanter kant vla ’zo, emean, eo bet savet gant eur Zauz katolik ; kouean a reaz, ’vit-se, ugent vla goude, ar blavez 1872. Ugent vla goude ive, setu ’nei adsavet gant eur iontr d’in, euz a du ma mamm. ’Vit ar bla hepken eo bet roet d’in e garg a benn-rener. Na n’omp nemet 18 aluzenner enni : mes bean hon deuz 15 kenvreur a enor, a zikour anomp gant o yalc’h, ha paeroned, ’vel ar Patriarch, ar Vikel-Mirer ha Konsul Frans, a ro d’imp, e-tuont d’o aluzen, harp o hano hag o stad uhel.

« Tri-ugent tiegez a zikouromp, tiegezo katolik. Dek, daouzek pe bemzek anê a welomp bep sun. N’eo ket arc’hant a roomp d’ê, tammo paper eo, moulet warne siel ar Vreuriez, ha merket warne ive petra ’c’heller prenan gante : bleud, aman, *eol-men, glaou, ha treo-all.

Ha penauz e c’hallomp-ni harz ouz eun dispign ken braz ? Paour aoalc’h eo bet ar vreuriez beteg an 21ed a Ebrel 1901. An de-ze ’vad, e zo koueet 400 skouet en yalc’h an tensorier. Kement-se a zo bet talveet d’imp gant eur c’hoariadek o deuz græt skolaerien ar Breur Onezim dirak eur bern tud a oa pæet mad gante o flas. Hirie (8ed a Wengolo 1901) hon deuz 800 lur en hon godel : nebeud a dra koulskoude ’vit ar goanv, a vo diæz da dremen. Breman, ’vit kalz a vicherou-