Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/324

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 306 —

neve-zavet en Jeruzalem, hag a rer anei Breuriez Sant-Visant a Baul.

Na oufe den gouzout ar vad a zo bet græt aboue hanter kant vla ’zo, en Frans hag elæc’h-all, gant breuriezo ’vel honnez, da bevien ar c’hærio ha d’ar genvreuder i o-unan : Aluzenno e bep seurt, ha komzo konfortuz evit ar re ezomek ; bue kristenoc’h ha *delidusoc’h ’vit o aluzennerien. Da skouer e komzin d’ac’h, lennerien ger, euz diou vreuriez hag o anvean ’nê rez mad, an diou a bleustr tiegezo ezomek Gwengamp : hini kær ha hini ar Golaj. An hini gentan, e zo bodet enni eun daou-ugent bennak a bautred a zoare, na skwizont ket d’ober ar vad endro d’ê. An eil eman enni an tri-ugent vrasan euz ar golejianed. Ar re-man n’int ket pinvik ha koulskoude, ’n eur gestal etouez o c’hamarado hag etouez o mistri, e teuont a-benn bep pla d’ober aluzenno ’vit eun dalvoudegez a vil lur,… d’an nebeutan. N’am euz ket ezom da laret pegement int binniget gant an dud ezomek pac’h eont bep sun d’o gwelet en o zi gant rener ar vreuriez.

’C’hanta ! en Jeruzalem, e zo ive eur vreuriez henvel ouz re Wengamp. C’hwel aman penauz on deut d’he anaveout, ha da c’houzout er memez amzer pegement a vad a ra endro d’ei.

Disul divezan, goude meren, e oa pedet ar belerined a zo en breuriez Sant-Visant a Baul en o bro, d’en em vodan en sal-digemer Itron Varia Frans, evit gwelet ha klevet renerien breuriez Jeruzalem. Mont a riz, ha n’am euz ket a geu da vean bet æt.

Ar penn-rener eo an Au. Fransis Fadl-Allah-Marroum,