Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/323

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 305 —

Pevien Jerusalem a zo klaskerien an darn-vuian anê, da vihanan pac’h ouzont e zo arru en o c’hær pelerined euz ar broio kristen, ha dreist-holl euz Bro-C’hall. Neuze ’ve karget ar ruio gante. Ha pegen tagus int ! Kaer ho po tremen dirake dizeblant, pe *wignal d’ê n’ho peuz netra da rei, bepred e talc’hfont da heuilh anoc’h, mar o deuz diouhar vad, pe da vihanan da huchal warnoc’h gant ar vouez skrijuz, ’n eur derri d’ac’h ho penn gant o « Bakchij ! »

Na po peuc’h e-bed ken ho po roet da bep-hini e wennegig. Bo c’hoaz memez tra, mar peuz eun tamm bara, pe eun tamm kik pe eur freuzen bennak da lakât er gelornik c’houarn-gwenn ac’h astenner d’ac’h a-wejo.


————


IV


’Vit ar bevien mezuz : Breuriez Sant-Visant a Baul. — Diou Vreuriez dorn ouz dorn.


E-tuont d’ar glaskerien e zo en Jeruzalem kalz a bevien mezuz ha na gredont ket mont en dro. Ha n’eo ket ar re-man eo an nebeutan ezomek.

An nebeutan zikouret, avad, na laran ket. Kær a ra nebeut a dra evite. Evuruz ar re a deu da vean anaveet gant eur vreuriez gatolik, eur vreuriez a garante a zo