Dek gwech muioc’h avad a gaver en klanvdier Europeiz. Na gomzin nemet euz hini Frans, a zo bet adsavet a neve-flamm, ugent vla ’zo bennak, gant an Au. kont a Biellat, hag a zo dalc’het gant leanezed Sant-Josef. An hano a Zant-Louiz a doug : heñ eo a zo kichen ha kichen gant hon hostaliri hag eno ec’h a ar belerined da gâd « C’hoar Tro-heol » ha d’evan he zizan.
Tri rum klanvourien o deuz al leanezed war o c’hont.
Da gentan ar re ’zo gweleet en o zi : ar blavez 1901 e zo tremened 1190 anê etre o daouarn.
Er memez blavez o deuz digemeret en o zal-da-louzaoui 52360 a dud gouliet pe hanter-glanv. Ha n’o deuz kemeret mann e-bed ’vit pleal gante.
An dried rum eo hini ar glanvourien a-ziavæz : diou pe daer gwech ar zun ec’h a leanezed d’o gwelet en o zier ha d’o louzaoui, ha bep gwech o deuz da zispign en o zro eun 20 lur bennag.
Eur mevel ive a heuilh anê, ’leiz eur baner gantan a louzo, hag a dreo a bep seurt,… beteg a c’hoarigello.
Evel-se e c’honeer a dammigo holl dud an tiegez, braz ha bihan, hag e tistroer ’nê ’trezek ar gwir Doue, hag ar gwir relijion. ’Pez a ra dreist-holl al leanezed, eo badei ar vugale vihan a gavont kalz anê en pred ar maro : dre aman ’ver ken diaket en o c’heñver ha ken louz, ken e varvont evel kelien.
En o c’hlanvdi e teu a-benn leanezed Sant-Jozef da gristeni kazi an holl dud vraz a reont an dro d’ê : daou hepken o deuz c’houitet warne.
Ha pebez dudi eo a-wejo evite klevet o komz o c’hristenien neve !