Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/32

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 14 —

Abalamour da ze, pa ’n em glevaz Ar Goffic, Ar Braz, Kloarek ha Vallée, er blavez 1898, ’vit sevel Kevredigez Vreiz, eun unvaniez henvel ouz ar Felibrij, e kasaz Frederik Mistral d’hon fevar fautr-arauk eul lizer kalonek, evid o meuli ha lakat ar fians da greski enne.

Setu penauz ar Brovans ha Breiz a ro dorn an eil d’eben evit ober ar memez labour : mirout ’pez an euz græt o nerz gwech-all, evit krenvaat i o unan ha ’vit nerzan Frans, o Mamm-Vro vinniget.


————



IX


Penauz ha perak eo nijet ma fantazi ’tresek Breiz-Izel.

Ha breman, pa zonjan pegen pell eo bet distroet ma speret diwar hent Jeruzalem, e teu aon d’in na c’houlfe hini ’bed eus ma lennerien heuilh ac’hanon *hiviziken.

Mes distro ec’h on d’ar gær, hadkavet ganin ma hent : kredi a ran e vo pardonet d’ar beajour dianket, vel e pardonaz e dad d’ar bugel prodig.

Petra bennag (eur gir, mar plij, ’vid ’n em dizamman), n’eo ket a-*ratoz-kaer ec’h on chomet aman da droieta elæc’h delc’hen da vont war rauk.

Pa ve divroet eur Breizad, e fantazi a gav en disteran