Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/31

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 13 —

’vel e komz hag e kan an dud a renk izel. Skrivan a reont en yez o bro, dreist-holl ’boue hanter kant vla zo.

Wardro ar blavez 1850, tri anê, Roumanilh, Frederik Mistral hag Aubanel, droug enne o welet e teue o c’henvroiz da vean fæuz e-kenver yez koz o zado, en em glevaz evit labourad e-gevred d’hen hadzevel. En em lakat a rejont da brezeg, da skrivan danve-kan, ha da ganan i o-unan, *herr da m’hallent, ha dont a rejont a-benn deuz o zaul.

Goneet gante ar bobl, e weljont abred o tont davete kement den yaouank a oa ’n o bro, goest da delc’hen eur bluen ha da riman. An holl dud a zoare zoken a yeaz a-du gante, hag a roaz dorn d’ê, da vihanan gant o yalc’h, pep-hini herve e c’halloud.

Hag an tri varz dioustu da zevel etreze eun unvaniez a rer anei ar felibrij, abalamour e ro Provansiz d’o barzed an hano a felibr, da laret eo, « kelenner ».

Hirie c’hoaz eo bev mad ha krenv o breuriez. Ha n’eo ket traoalc’h ’vite bean roet da yez ha da c’hizio ar Brovans an enor o devoa kollet : fellout a ra d’ê c’hoaz rei kalon d’an holl dud a volante vad a glask ober kement-all en peb korn euz bro Frans. Ha dre garante ’vit o Mamm-Vro e reont ze. Larout a reont, (ha me nan in ket eneb d’ê), larout a reont ec’h eo græt nerz Frans gant nerz an holl vroio bihan a zo breman enni. Mes ’pez an euz laket peb-hini ’nê da vean krenv, daoust ha n’eo ket doare bevan ar re a veve enni gwech-all ? O gizio hag o yez a zo da viret, daoust ha na vefent ket dre-holl ar memez re. Lakat an holl Fransizien da vean henvel-tre, a vefe o dinerzan.