Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/33

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 15 —

tra eun digare evit kemer an tec’h ha distroi d’ar gær. Ha ’n despet d’ean, c’hwi ’oar.

Mar na gredet ket anon, eo ’balamour n’oc’h ket bet c’hwi hoc’h unan divroet.

Mar na gredet ket anon, o kredfet marteze eur skrivagner a Vreiz-Uhel, Theodor Botrel, an euz bet savet eur zon c’hallek ’n eur dremen dre ar Brovans, ’vel e tremenan me hirie, Evit ho tic’haouan euz ar boan a gemeret d’am heuilh, am euz troet en brezonek, gwellaik ma hallen, pevar boz euz ar zon-ze.

C’hwel ’nê aman :


Warnon ’r Brovans ’led hec’h oabl glaz :
N’euz forz, o Breiz, ma bro garet,
’N em speret out, hag e vi c’hoaz.
Warnon ’r Brovans ’led hec’h oabl glaz ;
N’euz forz, me ’zonj ’n es oabl loued.

Dirak ar mor Kreizdouarek,
Sioul ’vel lagad eur bugel,
Me ’zonj en es mor goagennek.
Dirak ar mor Kreizdouarek,
Me ’wel da vor rust o sevel.

Dirak ar roz, ar mimozan,
A ve ’hed ar bla enne bleun,
En treo disteroc’h e sonjan…
Dirak ar roz, ar mimozan,
Me ’wel ennout lann war ar c’hleun.