Da div heur hanter, hadveren ; ha goude, baleaden en kær, pe gentoc’h endro da gær evit gwelet kouencho.
Kentan hini a gavomp war hon hent, eo hini C’hoarezed ar Garante, pe, mar geo gwell ganac’h, C’hoarezed Sant-Visant a Baul.
Pemzek vla ’zo hepken eo bet savet o zi, ha n’eo ket c’hoaz peurachu : ar peadra eo a vank d’ê. An diabarz anean zoken n’eo ket induet dre-holl. N’euz forz : bepred e zo tud ezomek ennan, en peb korn, ha tud a bep seurt noad. Pemp pe c’houæc’h rum a zo anê. Da gentan ar vugale n’o deuz ket c’hoaz pemp pla. Ouspenn daou ugent ’zo anê, hinienno neve grog da gerzet ha da gomz.
Dierc’hen int holl, ha dierc’hen ’hed ar bla, nemet epad ar goanv. Gwisket mad aoalc’h ec’h int, goude koulskoude e oant a-noaz ha druilhennek pa oant bet digemeret gant al leanezed. Darn anê ’zo kavadenno, bet dilezet gant o zud. Dre aman pa had-dime eun intanf, eo red d’ean dilezel bugale e wreg kentan : birviken na blekje o lez-vamm da zevel anê.
Darn all a zo emzivad, kollet gante tad ha mamm ;