Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/302

Eus Wikimammenn
Aller à la navigation Aller à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 284 —

neblæc’h nemed eur wech, en gar Jeruzalem. Peder pe bemp goetur war-nugent a zo deut eno da gemer eur c’hant bennag eus pautred Jeriko. Ar re anê a dle ober o zro war varc’h (eun daouzek bennag) o deuz ’n em laket en hent div heur ’zo ; mar o deuz kemeret o lans, eo ’vit galloud diskwizan war greiz an de.

D’am c’hampr eo ec’h an me da ziskwizan. Gwellan hun a ran neuze ! Pa dihunan ec’h an da welet an Au. Dutilleul, unan euz ma c’henvreudeur-kambr, a zo dalc’het ’n e wele, en klanvdi Sant-Louiz, gant an derzien : laouen eo, an ær d’ean da vean dic’hræt, kentoc’h ’vit da vean klanv.

Euz an holl belerined n’euz nemetan er c’hlanvdi : gant se eo arabad d’imp en em glemm, evit ’pez a zell ouz ar yec’hed.


————