Ha c’hoar « Kamomill » eta, red mad eo d’in mont da laret d’ei petore reuz an euz græt he louzo. « ’C’hanta, ma c’hoar, bet eo mad ma nozvez : trugare d’ac’h ’vit ho louzo. — Ma ! emei, gwell a ze. Breman, evit peuryac’haat, n’ho peuz d’ober nemet diskwizan ’vel m’ho peuz græt dec’h d’abarde. — Petra laret-hu, ma C’hoar, diskwizan ? Hag-eñ ec’h an emberr da Jeriko ! — ’Gredan ket anoc’h ? Diaviz e vefec’h oc’h ober ar veaj-se. Mar vijec’h bet yac’h-pesk, na laran ket. Ho terzien, ’vit-se, eo arabad d’ac’h c’hoari ganti. — Ma zerzjen ’zo æt e-kwit : kousket am euz fenoz ! - N’eo ket, n’eo ket : kredet anon : re staguz eo evit leuskel krog a-grenn evel-se. — Neuze ’ta ’pez am euz d’ober eo chom ar gær. — Ya, ze hepken, mar am c’hredet. »
War ze e laran « ma ! » d’ei, me n’onn ket penauz. Ha keu ganin da vean deut da c’houlen hec’h ali diganti, ec’h an, ’n eur c’hrosmoli ennon ma-unan, da gâd an Tad Danzeer, ’vit en em zislaret. « Laret am oa d’ac’h, ma Zad, ec’h ajen da Jeriko. Mes roet ma flas d’eun all, mar keret : difennet eo ouzin mont da Jeriko gant C’hoar Jozefinan. — Mad a red neuze chom er gær, ’me an Tad : rak honnez ac’h anve doare ar vro-man gwelloc’h evit den. »
Mont a ran dioustu da zispenn ma vak. Ar veajourien all, i, ar re ’vel an Au. Hwerou hag an Au. Chareton, n’int ket bet o klask dizali c’hoar Jozefinan, a beurachu o hini hag a zisken da 10 heur evit mont ouz taul : rag abalamour d’ê ec’h eo bet abretaet meren.
Goude ar pred e welan ouz toull ’nor, war ar ru, eur veskailhez tud, loened ha kirri, sort n’am eus gwelet