Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/304

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 286 —

darn all a zo bet roet d’al leanezed da zevel ha d’ober gante ar pez a garfont.

N’am eus ket ezom da laret e rer dioute kristenien, hag e tisker d’ê karout Frans ha komz gallek.

Unan anê, Jorjik e hano, a lavar d’imp en gallek dre envor, hep sac’han lamm, eun istor fentuz, e komzer enni deus korn butun e dad koz. Eur plac’hik en e c’houde a deu ganti, mad-tre ive, eur zonik diwar-benn an Nedelek.

Goude ar vugale vunud, e tiskoueer d’imp ar vugale grenn. Aman daou rum : ar merc’hed hag ar bautred, pe gentoc’h pevar : rak darn anê a wel, ha darn all na welont ket (dre aman eo stank an dud dall). Holl int skolaet ha skolaet mad. Ar zouezusan eo gwelet ar vugale dall o lenn hag o skrivan. Da gentan e skrivont diragomp. Unan euz ar merc’hedigo a gemer eur baperen deñv ha kaled hag a vout enni, hep treuzan ’nei a-bez, beg ar minaoued. Neuze e tro tu d’ei ha, ’n eur dremen he bizied war an tortenno bihan a zo e-keñver pep toull, e lavar d’imp ar c’homzo-man en gallek reiz « Pelerined Frans a zo tud vad, pac’h int deut d’hon gwelet. » Setu lenned ganti ’pez he doa skrivet gant he minaoued.

Pelloc’h e kavomp eur pautrik, digor ’n e rauk eur pikol lever græt gant paperenno teñv : toullet int euz eun tu ’vel eur c’hreur, ha goloet euz an tu all a dortenno bihan. « Diskoeet d’ar pautrik, eme eul leanez, ar baperen a garfet, hag heñ a lenno d’ac’h ’pez a zo warni. » Unan ac’hanomp a dro eun toullad paperenno. « Aze » emean. Hag al lenner dall da gas e eil biz endro. « Louiz XIII, emean, a gemeraz evit kentan minist ar