Ha me d’hen heuilh. Nao pe dek kammad hepken, ha setu me en leandi Sant-Beneat. Daou pe dri vanac’h, ha daou pe dri velek euz ar pelerinaj a zo ouz taul a-benn breman, Ha me ’lar d’ac’h ec’h int laouen : na pa vijent breudeur, na vije ket muioc’h a stad enne oc’h en em gavout a-gevred. Hag, evit gwir, bugale int d’ar memez bro, da Vro-Vask, eur vro an em gav war varc’h war ar mene Pirene, ha tost d’an Osean. Lod anei a zo en Bro-C’hall, ho lod all en Bro-Spagn. Eur yez d’ê o deuz hon Basked, ha komz a reont ennan etreze elæc’h komz en gallek.
War ma digoue, ’vit-se, e tilezont anean hag e troont war ar gallek evit ma zaludi. « Eur Breizad gwirion », eme an Tad Beneat, ’n eur ziskoel anon d’ê : « Dre-ze, kouls laret, eur breur d’imp-ni, Baskiz, pa red en e oazio ’vel en hon re goad a *ouenn koz-koz. Muioc’h breur c’hoaz d’in-me, pan on deut me da vean eun hanter-Vreizad, ha pa ’n em garomp evel daou vignon. Azeet, mar plij, autro, ha græt eveldomp. »
Ha me dioustu-tak ouz taul, hag o stagan da gauzeal gant mac’h amezeien. Penauz bean *abof, pa na welan nemet talio seder, pa na glevan nemet komzo deread en-dro d’in ? c’hoant dibri, avad, n’am euz ket : leinet ’m euz dija dindan *klastr ar Bater « ’Vit ma figez, bepred ! ’me an Tad Beneat, eo red d’ac’h tanva ’nê. Figez Abou-Gosch ! Daoust ha souzan a rafec’h diwarne ? — Ma ! ’meon. Gwelomp ’ta ! »
Diou pe daer figezen a ya ganin, ha mont a raje ouspenn, mar silaoufen ma *staon : blazet mad int, blazet euz ar gwellan.