Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/290

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 272 —

dre Jeruzalem hag en dro da Jeruzalem evit gwelet al læc’hio santel, ha pedi enne. Da zerr-noz e pigne war ar mene, ’vit ’n em dennan en he lojen, hag eno e tremene he nozvez, gourveet en eun arched.

Mervel ive eno he dije kared. Doue, ’vit-se, na roaz ket d’ei he *mennad : lakaat a reaz ’nei da dremen, ar 5ed a viz gouelen, en leandi an Itron Varia Sion, en kær Jerusalem. Eno eman he be, ’vel hon deuz lavaret e læc’h all.

He *feniti, a c’heller c’hoaz hen gwelet war vene ar Gwe Oliv.

Eur bedennik hepken a ran ouz lojennik Gabrielan, ha neuze ec’h an da bedi en chapel al leanezed Karmez, wardro gant ar belerined all. Ouz an auter e zo eur belek euz a Vro-Vask, an Au. Etcheverry, person leanezed ar Groaz Bayonn. Neve-grog eo gant e oferen bred pan arruan, hag en koulz ec’h on ’vit klevet ar brezegen gaer a ra d’imp diwar-benn Savedigez hon Zalver.

Goude an oferen, an Tad Beneat, an *treizer am euz pleustret ar muian war lestr an Itron Varia Zilvidigez, a deu da gâd anon. « Hola ! emon-me, c’hwi aman, ma Zad ! — Ya ’vad, emean. — Me ’gave d’in e oac’h æt eün d’Abou-Gosch, ’læc’h ho peuz eur manati da zevel. — Bet on duont oc’h ober eun tammik tro. Mes distro ec’h on, ’boue daou pe dri de ’zo. Deut on da bedi anoc’h da zont da leinan duman. — Duze ? D’Abou-Gosch ? N’eo ket, ’onn ’oalc’h ? — Nan, emichans. Aman, ’stok. Aman eman ma gær, da c’hortoz ken am o savet ma c’houent neve, aman, ’ti ma breudeur Sant-Beneatis. Deut, hag e welfet. »