Neumager, eun den a zoare euz a Wengamp. Ar re-man o deuz he gwelet ’kers miz Gwengolo 1902, ha lorc’h enne, emichans.
Trugare d’an Au. Kerjean ha d’ar Vretoned o deuz bet sikouret ’nean gant o yalc’h.
Keit ec’h omp, ec’h omp. Gwelomp dioustu, war vene ar Gwe Oliv, eun dra all hag a zigas adarre sonj euz a Vreiz-Izel : lojennik Gabrielan ar Yeodet.
Mont a riz d’ei goude bean peurc’hræt ma zro dindan *klastr ar Bater, hag en berr amzer : e kichen eman, en eul logel douar a zo da gouent an Itron Varia Sion. Eno, ar blavez 1881, e reaz an Tad Ratisbonne, saver ar gouent, kleuzan eun toull ’barz eur roc’hel evit e Vreizadez : rak eno he devoa c’hoant d’en em dennan, ’vit serviji gwelloc’h an Autro Doue. Ar gleuzen, ’vit-se, ’oa re vouest an diabarz anei : dre-ze e reaz an Tad sevel eul lojennik a-uz d’ar roc’hel.
Enni eo e reaz Gabrielan he chomaj, epad an daou viz divezan euz he bue. War an de ec’h æ hag e teue