Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/288

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 270 —

droug ennon. « Ma, ’vit-se ! emon me ; na dalv ket ar boan bean laket aman girio brezonek, mar boa ’vit o skrivan en briz-brezonek, Disneu int holl : n’oufen ket laret pesort liou o deuz, pe ’c’h int gallek, pe zauznek, pe allemanek, Mez am ije dirak ar re ec’h on a-gevred gante, penevet n’ouzont ket ar brezonek. »

N’an ket zoken da ziskouel d’ê ec’h on feuket, Oh ! nan : me ’zo sur e welont lorc’h ennon pa laran d’ê ’n eur rei tro d’am mouez : « C’hwel aze *yez Breiz-Izel, yez ma bro. N’eo ket vit ’e em veuli, ma zudo kæz ! mes penegwir en deuz ar brezonek an enor da vean aman etouez ar yezo ar muian brudet euz ar bed, e fell d’an holl anzav ec’h eo, heñ e-unan, eur yez a zoare. Arabad eo eta ober d’ean dismegans, ’vel e zo, siouaz ! meur a hini hag hen ra. »

Setu yennet ganin eur *plede ’vit ar brezonek dirak unan euz taulenno ar Bater. Mad, mar chom en spered ar re o deuz e gleved !

An Au. Kerjean, heñ, an euz graet muioc’h evit komz. O vean ma tisplijaz d’ean, ’vel d’in, doare *iskis brezonek an daulen, an euz laket en e benn, dal m’eo bet distro d’ar gær, ober adskrivan ar Bater, war eun daulen neve, gant skritur reisoc’h. Mes evitan, eun dra laket da vad en e benn a zo eun dra græt. Setu perak e lenner hirie war unan euz taulenno ar Bater girio brezonek euz ar c’houekan, skrivet gant lizerenno neve-flamm. Lugerni ’ra ’vel eur rouanez etouez an taulenno all, hag ober ’ra enor d’ar brezonek. Ya, ganti eman al lore, war lavar an Au. ar Gof, person Gwengamp, an Au. Pennek, kelenner en kloerdi Sant-Briek, hag an Au. Emile