Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/287

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 269 —

Rak na gerzan breman nemet ’vit ober eun droik d’ar c’hlastr. Eur valeaden hag a dalv ar boan bean græt.

Pevar goste an euz ar c’hlastr hag i ingal, E pep-hini anê eiz *goarek o pouezan war bosto, hag e-keñver pep goarek, stag ouz ar voger, eun daulen ec’h eo skrivet warni ar Bater. Mes arabad eo klask war an holl daulenno ar memez girio na zoken ar memez lizerenno. Pep-hini anê he deuz he *yez : daou yez ha tregont, evit ken liez a daulen.

Chom pell dirake na ran ket, D’ober petra ? pa n’ouzonn lenn kazi hini ’bed anê.

Eun daulen hepken a glaskan. Honnez, avad, pa ’m euz he c’havet, a dalc’h anon eur pennad. Komz a ran deuz an daulen vrezonek. C’hanta ! poan am euz o lenn anei penn da benn. Adalek ar girio kentan ec’h a