Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/292

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 274 —

Ha setu perak kement gwech e zo digoueet d’in aboue dibri figez, e zo deut *koun d’in euz Abou-Gosch hag euz an Tad Beneat.


————


IV


Petra a weler euz mene ar Gwe Oliv : ar Mor Maro. — Euz a Sodom da gær Is.


Kentan tra a ran goude hadlein, eo mont da zaoulinan en kao don ar Gredo : eno, war a larer, en em vodaz an daouzek abostol, ’rauk en em dispartian, evit urzan, en daouzek artikl, ar pez a dle da gredi eur c’hristen mad.

Ac’hane e savan war griben ar mene. Uheloc’h c’hoaz e safjen mar drofe ’n em fenn : rak neb a gar a c’hell pignal dre eur *viñz-tro bete beg eun tour uhel ha moan a zo aman, sonn en e zav, ’uz d’eun iliz Russian.

Mes re a amzer ac’h afe ganin, ha re e koustfe ze d’am diouhar.

Petra bennak e welan ma goalc’h deus ’traou. Daoust piou, goude bean savet war Vene Bre, a fellje d’ean pignal war doen pe war dour chapel sant Herve, war digare dizolo muioc’h a vro ?

C’hwel du-ont, ’tresek ar zav-heol, ar Mor Maro gant e liou glaz-plomm. Bean ’zo etrezan ha me tosenno ac’h a war zisken ’n eur ziskoel d’in o c’heino gwenn-louet.