Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/276

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 258 —

Daoust d’imp na badomp ket gant ar c’hoant da vont ebarz, ec’h eo red mad d’imp gortoz ouz toull ’nor. Fellout a ra d’imp lemel hon boto, pe da vihanan, mar na c’houlomp ket kerzet war hon lero, kemer en feurm diou vabouchen, da laret eo diou votez ler dizeul ha hanter dizolo : ar re-ze e c’heller lakat enne an treid, boto hag holl. Dre respet evit ti o Doue, na c’houl ket Muzulmiz a vefe mastaret gant poultr pe fank an hent.

Me a lez gant ar porjer e vabouchenno hag a gemer ma boto ’n em dorn. Ha c’hoaz, ’vit-se, n’am euz aon ebed da dapout eur sivern ’n eur gerzet war leuren varbr ar voskeen : goloet eo kazi dre-holl gant gwiadenno plouz pe gant *palenno gloan. Diou regennad pilhero a ra an dro d’eul læc’h kloz a zo er c’hreiz hag a weler ennan ar men a vege hag a veg c’hoaz kriben ar mene Moriah.

War hon hent, ’n eur ober tro ar voskeen, e kavomp eur bagad Arabed a zo azeed war al leuren hag a drailh pedenno gant eur vouez garmuz. Na c’houlont ket, avad, e sellfemp oute. Mont a reomp ’ta gant hon hent ha prest goude e tiskennomp en eur gleuzen a zo dindan ar roc’hel-kreiz : eno, herve e larer, e reaz Mahomet e beden. Eun toullik a zo ’uz d’hon fenn, a rede drezan gwech-all goz goad al loened a vije lac’hed gant ar Judevien en Templ an Au. Doue. Dindanomp, eun toull all, kalz ledanoc’h, a gase ar goad-se a-dreuz d’ar mene bete *froud ar Sedron.

Arauk mont e-mæz euz ar voskeen e tiskoueer d’imp war al leuren eun daulen men-jasp a dalve d’imp eur gontaden digant hon ambrouger, « Naontek tach aour,