Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/275

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 257 —

eun iliz gristen a oa goestlet d’ar Werc’hez o tigas Jezus d’an Templ : ha raktal e oe græt gant an iliz eur voskeen, ha roet d’ei an hano a El-Aksa, da laret eo an hini bellan, ar voskeen zakr a zo ar pellan deus La Mecque.

Mar nije pedet Omar eil iliz ar Be-Santel e vije bet eur voskeen zakr ouspenn en Jeruzalem : mes na gredaz ket mont ebarz, ’balamour ma selle Jezus ’vel eur profet braz. N’eaz ket pelloc’h ’vit an treuzo.

Diou voskeen zakr eta o deuz Muzulmiz en Jeruzalem : ac’hane e teu he hano a El-Kods, pe kær zantel. Hag o diou emeint breman dirag hon daoulagad.

Eomp da gentan d’ar voskeen ar muian kaer hag ar muian sakr : da hini Omar.

N’am euz ket ezom da laret eo bet neveaet eur wech bennak ’boue ar zeizvet kantvet. Digoueet ’zo d’ei zoken, epad eur c’hantvet, amzer ar c’hroazadeier, bean kristenet ha dougen an hano-man : Templ an Autro.

Mes kentan tra a reaz ar Sultan Saladin goude bean argaset hon zado koz euz a Jeruzalem, a oa digristeni Templ an Autro hag hen adgoestlan da Vahomet. ’Vel m’eman breman moskeen Omar, gant he c’haerder dispar, ec’h eo bet savet ha kempennet gant ar Sultan Soliman, epad ar c’hwezekved kantvet.

Bean he deuz eiz koste kompez, hag en he c’hreiz e toug eur volz uhel : uhelan tra ’zo warni eo eur peul a bemzek troatad, beget gant eur c’hresk alaouret, henvel-tre ouz kresk al loar neve. Ar c’hresk-se eo *arouez relijion Mahomet ’vel m’eo ar groaz *arouez ar relijion gristen.