Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/277

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 259 —

emean, mar gredomp Mahometiz, a oa bet fichet ’barz an daulen-ze gant o frofet, evit merkan ped kantved blavejo a dleo pad ar bed-man. ’Benn fin pep kantved e vije eun tach nebeutoc’h ’barz an daulen : æt vije d’ar baradoz evit stardan tron Allah (Doue). Setu, vit-se, eun de bennag, Satan o tont, c’hoant gantan da dennan an tacho-ze evit berraat amzer ar bed. Krog ’oa gante pa deuaz an æl Gabriel da harz ’nean da beurober e laeronsi, ha d’hen lakat e-mæz. Breman, ’vel ma welet, e zo c’hoaz tri dach hanter ’barz an daulen : tri gantved hanter eta he deuz c’hoaz hon flaneten da bad, ha goude ??? Eun dra c’hoaz ’vit achui. Mar roet eur bakchij da virer an tacho, ec’h efet eün da varadoz Mahomet. »

Na gredan ket e ve bet koueet kalz arc’hant en dorn pautr an daulen.

E vabouchenno a lezer gant pautr an nor, ha ni e-mæz ’trezek ar voskeen all.


————


XIII


Moskeen El-Aksa : Posto an aprouf.


Moskeen El-Aksa en em gav ’læc’h e savaz gwech-all an impalaer Justinian iliz-veur ar *Ginnigaden. An hano-ze a roaz d’ei evit diskoel e teue an tado hag ar mammo, en amzer ar Judevien, da zigas di ha da *c’hinnig d’an