Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/268

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 250 —

gant an dour-man ? Ya ’michans, mes ive er burzudo a ra breman an Itron Varia gant dour he fisin Lourd.

En gwirione, konsepsion didach ar Wrerc’hez zakr a zeblant bean a-viskoaz talveed d’an dud graso euz an dibab, e kement læc’h a zo bet binniget ganti.

Ma paree an Au. Doue kement a dud klanv e Pisin an Deñved, piou ’laro n’eo ket ’balamour ma tlee ar Werc’hez Vari bean konsevet hep pec’het en e gichen, en ti Santez Anna ? Ma pare breman kement a glenvejo e pisin Lourd, daoust ha na n’eo ket ’balamour d’ar Werc’hez Vari, he deuz bet ’n em ziskoueet eno, kemeret ganti an hano a Gonsepsion Dinam ?

Pisin an Deñved a zo en douar Frans aboue miz c’hwevrer 1856. En douar Frans ive, tost da Lourd, e teurveaz ar Werc’hez Dinam en em ziskoel daou vla goude, da viz c’hwevrer. Laket ’oa eta Frans da rei d’an holl dud an desteni euz santelez dispar o Mamm, ar Werc’hez vinniget ! Pebez enor eviti !

D’ei d’he zro da ziskoel ec’h eo, e-keñver he Mamm, muioc’h karantezus ’vit ar broio all. D’ei ive, dre he skouer vad, da dougen anê d’he c’harout ha da garout war eun dro an Au. Doue, perc’hen an holl c’hraso.

Goude bean savet deus pisin an Deñved, ec’h eomp d’ober eun dro da *virdi Santez-Anna, a weler ennan eur bern treigo koz a ro da c’hout pe doare a oa gwech-all hini tud ar vro-man ; digaset int bet eno gant an Tado Gwenn, a digoue d’ê bale duman ha duont ’vit o misiono.

O vean m’eo breman krog an heol da boac’hat, e tistroomp d’hon zi-disken, da c’hortoz eno kouls meren.