Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/269

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 251 —

Kouls « ar friko » am ije bet c’hoant da laret, rak ni, Breiziz, n’ankouaomp ket e reomp hirie pardon Santez Anna. Mes ken berr eo hirie hon fred kreiste hag an deio all.

Ha gwell a ze, ’n eun doare, penegwir da 1 heur 1/2 e fell d’in mont d’ar vodadek ac’h a da vean græt en sal-digemer Itron Varia Frans gant kenvreuder Sant Visant a Baul ; enni o deus c’hoant re Jeruzalem da welet ar re en em gav ebarz ar pelerinaj. Talveout a ræ ar boan, sur mad, bean en o zouez : mes gwell eo ganin, ’vit komz deuz o bodadek, gortoz ken am o læc’h da zisplegan ’pez a rer en Jeruzalem ’vit sikour an dud ezomek.

Distroomp dioustu da Zantez-Anna ’vit klozan ar pardon. Da div heur hanter eman ar gouspero. D’ar Vretoned, ’vel just, eo bet roet an enor d’o c’hanan. An Au. Lamour, o dean, a doug ar chap kaeran ha daou velek all ’zo azeet en e gichen : unan, euz a Vreiz-Izel, an Au. Huerou-Kerizel, person Plounerin, hag egile, n’ouzonn ket e hano, euz a Vreiz-Uhel. Muzik ar c’hloerdi a eil a-wejo gant ar ganerien, ’vel en hon fardonio Breiz. Ar psalmo a ve savet war an tonio kaeran, hag ar Magnificat a zaver ’nean war hini ar c’hrampouz gwiniz.

Bennoz ar Zakramant a roer d’imp ive ha goude e laromp kenavo da Zantez-Anna, eur galonad en hon c’hreiz, da vihanan en kreiz ar Vretoned.


————