Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/267

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 249 —

Au. Doue. Ar memez dour ive a baree meur a zen klanv en eun doare burzuduz, vel m’eo merket en aviel Sant-Yan.

Hirie na deuer ken aman da glask yec’hed ar c’horf. Na welomp ket ’leiz a dud named, o c’hortoz, dindan pemp porched, ma teuio eun æl da finval an dour, evit en em deurel ebarz. Nebeud a dra a van deus Stang-an-Deñved. Koulskoude, dre fors klask ha furchal don ebarz an douar, ec’h eo deut a-benn an Tado Gwenn da zizolo peadra da rei da c’hout en em gave ar stang aman ha nan elæc’h-all.

Diskennet ganimp eur *viñz, e c’hellomp pleustran al leur a bleustraz Jezus e-unan hag a vije astennet warni ar glanvourien ; ’uz d’ei, ’vit disheolan ha dic’hlaoan, e oa porchedo, a chom dioute c’hoaz eur pilher pe daou.

Eur vinz all a gas anomp donoc’h c’hoaz : aman eo teñval ’vel en eur zac’h. Koulskoude dre daston e kavan eul lommik dour hag e souban ennan ma bizied.


————
IX


Pisin an Deñved ha Pisin Lourd. — Gouspero ar Vretoned.


N’ouzoc’h ket, ma lennerien ger, e petra e sonjen ous pisin an Deñved ? Er burzudo a ræ æl an Au. Doue