Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/266

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 248 —

klanv, tud dall, tud kamm, tud seizet, o c’hedal ma vije finvet an dour er pisin. Rak eun eal a deue peb ar mare da finval an dour, hag ar c’hentan a ziskenne er pisin, goude ma veze bet an eal oc’h ober e dro, a veze pareet dioc’htu n’euz fors peseurt kleñved en devije. Bez’ ez oa eno eun den hag a ioa klanv eiz vloaz ha tregont a ioa. Jezus o veza remerket an den-ze etouez ar re-all, a c’houlennaz digantan : « Ha c’hoant ho peuz c’hwi da veza pare ? » Hag heñ a respountas : « Aotrou, n’em euz den d’em zeuler er pisin pa vez bet finvet an dour ; hag epad ma vezan o klask tostaat, eun all a ia ato e va raok. » Jezus a lavaraz d’ezan : « Savit, kasit ho kwele ganeoc’h, ha kerzit d’ar gear. » Ha kerkent an den-ze a oue pareet ; kas a reaz e wele gantan, ha raktal ez eaz d’ar gear. Jezus, ho veza he gavet goudeze en templ, a lavaraz d’ezan adarre : « Setu c’hwi pare brema ; dioallit da bec’hi hiviziken, gant aoun na errufe goasoc’h c’hoaz ganeoc’h. »

’Kichen an daulen am euz diskrivet diwarni ar girio-ze euz Aviel Sant-Yan (V, 1-14), e-pign ’velti ’uz d’ar voger, e zo nao pe dek taulen all skrivet warne ar memez pennad-skrid, troet e ken ’liez a *yez.

’Pez hon deuz lennet war an daulen vrezonek a ziskoe ec’h omp aman ouz pisin pe stank Betsaïda, a zo muioc’h brudet gant an hano a Bisin Probatik, pe Stang-an-Deñved. He dour a zervije gwech-all, en amzer ma vije dioadet loened en enor d’an Au. Doue en Templ Jeruzalem, da oalc’hi an deñved a vije *kinniget d’ean : ’stok d’an templ en em gave, ha n’euz breman nemet an hent etrezi ha leuren Moskeen Omar, ’læc’h e oa ti an