Frans ’n em ober ha ’n em garout evel Mamm ha Merc’h. Siouaz ! pez ’zo ar wirione evit Frans ar mæz n’eo kamed gwir er mare-man evit Frans ar gær.
Da galz a Fransizien na zeblant an Iliz bean breman nemet eul lez-vamm, eul lez-vamm kazet ha gailhet. Touellet int, ar vugale baour, touellet ha dallet gant bep seurt gevier. Na welont ket eo stag o everusted ouz ar relijion. Evit hen gwelet sklær n’o deuz nemet en em ziavezi eur pennad. Neuze, sur mad, e welfont ne ra an Iliz dre-holl nemet vad endro dei. Goneet gant he madelez, en em lakfont d’he c’harout ha marteze da ren o bue herve he gourc’hemenno.
Penauz en em dremene ouz an Iliz *kannad Jeruzalem hag e zikourerien ’rauk bean divroet, na oufen ket laret. Mes aman, da zur, e tiskoeont bean eviti leun a garante hag a zoujans, ha hirie, epad an oferen, ec’h ouzont en em delc’hel evel tud a fe ha tud a beden.
Gellout a ran rei an *hevelep testeni d’autro Rener post-Frans. Heñ ive a zo deut d’an oferen, ha gantan e itron hag e verc’h, eur plac’hik a dek vla. Eun ælik eo a dlefen laret ! Rak ar gwiskamant æl a zo ganti : gwenn-sign, penn da benn. Eun ine a æl ive a zo ’n he c’hreiz. Rag hirie e ra he fask kentan.
Setu eün-mad ar belek o tisken deus an auter, gantan eun hosti gwenn etre e vizied, hag o vont da lakat ’nean war deod ar bugel ’vit ar wech kentan.
Braz eo hec’h evurusted, braz hini he zad hag he mamm : mes braz ive hini an holl belerined a zeblant d’ê gwelet enni æl-mad Frans diskennet en o zouez.
Goude kement-man e c’hellont laret, kwita ? eo ar