Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/263

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 245 —

pardon-man ’vite pardon Frans. Petra-bennag hano ebed na zerefe muioc’h ’vit hennez ouz ar gouel a *lider anean an de a-geñver d’an 8ed a wengolo 1855, d’an de ma oa bet goneet gant arme Frans viktoar Sebastopol : ha n’eo ket hepken enor a dalveaz d’imp an devez-se, talveout ’reaz d’imp ive, ’vel hon deuz gwelet, iliz Santez-Anna Jeruzalem.

Goude an oferen bred ec’h a ar c’honsul gant e heuilherien, ha wardro gante plac’hik ar pask kentan hag he zud, da diziuni ’ti an Tado-Gwenn. Epad m’emeint gant o fred, e tispak ar fotografed o stern : ’michans e fell d’ê tapout pautred an dilhad marelled war o disken. Fe ! na c’houitont ket war o zaul. Ouspenn dek benvek eo troet o lagad gwer ’trezek ar c’honsul, pa ’n em ziskoe war an treuzo, hag holl a c’hellont skeudenni ’nean o *goalc’h : rak daoust an heol da skei war e dal, pa ’zo laret d’ean gant ar skeudennerien na frinval ken, e chom eur pennadik ous troad ar *viñz, en e zav ha diskabel : e dri heuilher a zo en e gichen, hag e bevar gawa eun lammik en e rauk.

Goude m’int bet tapet, e laront d’imp « Kenavo ». Hag ar muzik endro herr da m’hall, ’n eur laret d’ê gwelloc’h ’vit n’eo *goest hon mouezio da laret : « Bevet Frans !! Bevet he c’honsul !! »

Setu Frans bet hec’h lod euz ar pardon a reomp hirie en iliz Santez-Anna. Ar relijion, hi, hon deuz roet he hini d’ei beure mad. Breiz hepken he deuz c’hoaz he hini da gaout.


————