Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/261

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 243 —

tri *lider latin ec’h int : eur beleg gant e *avieler hag e *abostoler. Mes o zri ec’h int euz kouent Sant-Fransez. c’hw’istim perak ? Toue sur, eil pardon Santez Anna en em gav hirie, hag en Jerusalem eo *boazet ar venec’h katolik da vont da bardonan an eil da di egile, Mar weler aman hirie ar Fransiskaned, e ve gwelet en o c’houent an Tado Gwenn de bardon Sant-Salver. Eur monedone, kwita ? hag a ziskoe e vevont evel breudeur.

Ar c’han, eur c’han pardon, m’hen lar d’ac’h, a zo war gont Tado bihan an Assompsion hag ar belerined : pautred ar mouezio flour hag ar mouezio krenv a jech warni euz o gwellan.

Kempen an iliz a zo ive eur c’hempen pardon : treo kaer eleiz a zo endro d’ei. Teurel a ran ple dreist-holl da daou vanniel sei gwenn : diskoe a reont bean bannielo an diou vreuriez m’eo bodet enne ar skolaerien : breuriez an Æle mad evit ar re vihan, breuriez ar Werc’hez ’vit ar re vraz.

Koulskoude ec’h a an oferen war rauk. Da vare ar *ginnigaden, an diakr, goude bean ezanset ar c’heur, a ro diou wech ezans d’ar c’honsul, ha, da vare ar gomunion, e tisken adarre evit mont da gas d’ean ar pok a beuc’h a-beurz ar belek. Evel-se e vije enoret gwechall ar rouane epad an oferen.

Arabad eo d’am lennerien chom souezet abalamour da ze. Ma rer kement-se a enor d’an Au. Auzépy, eo en *damani ma talc’h aman læc’h Frans, hon Mamm-Vro. Eur gentel vad eo ze ive ’vit tud ar Siri. Diski ’ra ze d’ê n’hellfont birviken kavout re a istim hag a zoujans ’vit hon bro-ni, ha diski d’ê war eun dro e oar an Iliz ha