Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/260

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 242 —

emeint eur hanter-kant bennag, a bep seurt noad hag a bep seurt ment. Darn anê, benvio muzik en o daouarn, a c’hortoz ar mare ma vo laret d’ê c’houean ebarz.

Berr eo o gortoz. Setu pevar gawas ar c’honsul o tont er porz, hag ar belerined o lemel o zoko, hag ar muzik o son. Dont ’ra ganti ar Marseillaise, kan bro Frans, ’vel pa vije enni c’hoarierien euz an dibab. Me da vihanan a gav ze d’in : kement a vad a ra d’in o silaou ! Ma c’halon a drid, ha ma speret, kemeret gantan an tec’h, a zo nijet a denn askel ’trezek Frans, ma bro garet.

Koulskoude ar c’honsul a dalc’h da gerzet, e dok gant an ’n e zorn, ambrouget gant an Tad Rener ; tri autro all, e zieler, e guzuilher hag e *juben, a deu war e lerc’h. Eun den krenn eo, korfed kaer, ha sello seder d’ean ; dougen ’ra dilhad marigellet gant arc’hant, a ro da c’hout an euz eur garg uhel.

Mont a ra eün d’an iliz, ’læc’h ma kav, dirak ar c’heur, kadorio a enor ’vitan ha ’vit e heuilherien.


————


VI


Eil pardon Santez-Anna : Pardon Frans. Ælik Frans.


Prest goude e kroger gant an oferen bred. Ar wech-man n’eo ket ar C’hresianed Melkit a zo ouz an auter :