Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/251

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 233 —

e benn eun tarbouch (eur boned mezer ru, e-pign outan eur bombelen du).

Eveltan eo gwisket renerien ar c’hloerdi, mes i hepken : o skolaerien, braz ha bihan, a doug dilhad du gant bevenno glaz, stipet a-hent-all e giz ar vro.

Kavout a ran ar re-man en iliz, daoulinet dirak an auter vraz hag o heuilh gant *aket eun oferen. Mes na c’houlan ket e vefe breman ma fenn gante ha gant o ofis.

Da c’hortoz sevel me ma-unan ouz an auter, e fell d’in, ’vit tomman ma c’halon, ober a spered eun adtremen war ’bez a c’hoarveaz el læc’h santel-man, breman ’zo ouspenn naontek kant vla.

Aman ’ta eo bet ganet an Itron Varia hag aman he deuz tremenet an deio kentan euz he bue, betek an de ma oe bet ambrouget d’an Templ, a oa aze en tu all d’an hent, gant he zad ha gant he mamm.

Setu en petra e sonjan pa deu ar zakrist da laret d’in eo deut ma digoue d’en em wiskan ’vit an oferen.

« Aman ’c’h efet » a lavar d’in ’n eur ziskoel d’in eun auter vihan a zo e-keñver an auter-veur. « Ha n’hallfen ket, emeon, ofisan ’barz ar chapel-dindan ? » (Homan ’zo kuzet dindan an auter vraz, ’læc’h en em gave gwech-all ti zantez Anna). — « Nan, ’me ar zakrist : auterio ar gleuzen zakr a zo bet miret ’rauk hirie, ’vit ar beurevez a-bez. — Ma ! ’meon. N’euz fors. Bean ’vin a spered e kleuzen ar Gonsepsion Dinam. — C’hwel aze eun hosti vihan da gonsakri war ar marc’had, — Na ’vit piou ? emon-me. — ’Vit eur wreg, eur gatolikez latin, he deuz c’hoant da