Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/252

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 234 —

gommunian ha n’hell ket gortoz ken ma vo achu ofis ar C’hresianed ouz an Auter vraz. Pad a ra ken pell ! »

N’eo ket achu c’hoaz an ofis-ze ’benn e tistroan d’ar sekretiri, laret ganin ma oferen.

’Vit laret trugare d’an Autro Doue, a zo o paouez disken em c’halon, en em dennan neuze ’barz ar chapelik a zo en kleuz dindan an auter veur.

Pebez dudi ’vit ar galon pedi aman ! Aman eo bet konsevet hep pec’het ha ganet ar Werc’hez glorius Vari. Ha, ’vit digas ar zonj d’in a gement-se, e welan diragon, ’uz d’eun auterik, skeuden wenn ar Werc’hez dinam gant ar girio-man skrivet en gallek endro d’he fenn : « Me eo ar Gonsepsion didach. » An Itron Varia Lourd, ’michans. Al læc’h ma teuaz ennan ar Werc’hezik war an douar a zo merket gant eur c’havelik kempennet brao, ennan skeuden eur bugelik koant a hanver aman Santa Bambina, da laret eo ar Boupigez Zantel : an hano-ze, marvad, a roer d’ei ’n askont da skeuden ar Mabik Jezuz a gaver en Rom, en eur c’havelik, hag a rer anei Santo Bambino, ar Poupik Santel

’Vel ma welet, e zo peadra aman da vagan ma devosion. N’eo ket diæz d’in miret ma speret er gær, ha na skwizan ket o pedi.

Mes fellout a ra d’in troc’han ma feden, ha pignal en Iliz-kroec’h, evit tapout eur peurrest euz oferen ar C’hresianed, a dle achui hep dale.


————