Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/250

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 232 —

dishanval diouz hini an Iliz latin, a heuilhomp holl en bro ar c’huz-heol.

An Tad Santel ar Pap, Leon XIII, c’hoant gantan da rei d’ê beleien a zoare, eo a bedaz hag a zikouraz ar c’hardinal da zevel ’vit se *kloerdi Santez-Anna.

Fe vad, kentan tra a weler ennan ’n eur vont ebarz, eun dra hag a ziskoe eman an Au. Lavijeri aman ’vel er gær, eo e skeuden, Æt ’zo d’ober ’nei koevr, sten ha plomm bet ’teuzet war eun dro ; an danve-ze, a rer anean « bronze » en gallek, ac’h a ive d’ober hon gwenneien.

Mes n’am euz ket amzer breman da chom da zellet ar skeuden-ze, na kennebeud da zellet diavæz ha diabarz iliz Santez-Anna. Em-berr e vo pleet gant se. Breman eo ofernian a fell d’in ober.


————


II


Læc’h m’eo bet ganet ar Werc’hez Vari gant santez Anna


Ha me eün d’ar sekretiri. « Na ’po ket pell da c’hortoz » eme ar zakrist, eur belek barvek, d’ean eur gwiskamant hanval aoalc’h ouz hini an Arabed, nemet eo a liou gwenn. Diskabel eo : panevet se e toukje war